Keleier ar vro d'ar Merc'her 12 a viz Eost 2026
Embannet eo ar c'heleier gant Anton Burel
Fallaenn kentañ ar c’hantved e Europa ar c’hevandir a vo fenoz.
N’eo vo ket klok da vat evel e bro Spagn hag en Island met darnel e vo ar fallaenn, pe ar marv-heol. bammus e vo memestra ha tud sot gant an astronomiezh ha tud kurius a vo fenoz o sellet ouzh an oabl tro 7e20 gant lunedoù ispisial. Selaouomp Dominique Merien, ezel eus ar gevredigezh Loargann, a ginnig nozvezhioù evit deskiñ hiroc'h war ar stered pe ar planedennoù.
Ur pennad-kaoz gant Marianne Viaidie deus Radio Kerne
Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier:
Keloù deus ar brezel etre Iran ha SUA/Israel
Argadenn israelian e Sisjordania ac'hubet
Bilañs nevez war ar c'hren-douar e Kolombia
Prantad-gor e Breizh